An iwerzhoneg
Sonioù an iwerzhoneg
Desket penaos e vez distaget sonioù an iwerzhoneg,
amañ
Roll levrioù evit deskiñ iwerzhoneg an Donegal :
Irish On Your Own, pe Now You're Talking (ar mem levr eo an daou-sen, mes kavet a vez an titl kentañ ban Amerik, hag an eil ban Europ)
Taisce Focal, get Róise Ní Bhaoill ha Gordon Mc Coy. Hennañ zo ur levr danevelloù berr (evit an dud arriv) ba iwerzhoneg an Hanternoz, get ur bochad kaojoù ha troioù-lâret hag a vez klevet bar Gaeltacht. Ar re ziaesañ a vez displeget ba saozneg ba diaz pep pajenn. Gwerzhet a vez ur CD getoñ, lem ema bet enrollet iwerzhonegerion a-vihan (a Rann na Feirste) é lenn an testennoù.
An Teanga Bheo: Gaeilge Uladh, get Dónall Ó Baoill. Hennañ zo ur levr lem e vez deskrivet perzhioù pennañ parlañd an Donegal. Ur levr fiskal eo.
(Ur bochad levrioù arall zo...)
Ur lec'hienn lem e kavoc'h ur roll ag ar lodenn vrasañ ag ar levrioù zo bet embannet a-ziàr-benn ar parlañdoù iwerzhonek :
http://www.uni-due.de/DI/Dialects_Literature.htm
Ma geriadur iwerzhoneg-galleg, zo bet embannet get Yoran Embanner :
- Astenn en-linenn ar geriadur (get displegadur ar verboù, an araogennoù displeget hag an distagadur)
Un nebeud limajoù :
Golo :



|